Ur c'hasting c'hoariva

a zo lañset gant kompagnunezh c'hoariva Paritito

d'an 3 a viz du e Penn-ar-Bed

evit ar pezh-c'hoari Privezioù Publik, un destenn uniseks ha divyezhek, skrivet gant Mélanie Giotto. Ar ren komedianezed a vo gant Laors Skavenneg, hag al leurenniñ gant Véronique Helies (Théâtre du Grain, Compagnie Dérézo, Brest).

Klask zo war teir vrezhonegerez a zeu aes ar yezh ganto, ha n'o defe ket aon rak un destenn feminist a-vremañ. Teir dudenn a vank deomp kavout. Degemer mat d'ar re a-vicher kement ha d'ar re a-youl-vat kalon gante, etre ugent ha tri-ugent bloaz.

An emgav a vo en ur sal etre Brest ha Douarnenez. Kit e darempred ganeomp da c'houzout hiroc'h war an destenn, pe war al lec'h.

www.paritito.com

strolladparitito@gmail.com

Vues : 210

Commenter

Vous devez être membre de Breizhbook pour ajouter des commentaires !

Rejoindre Breizhbook

© 2021   Créé par Corentin de Breizhbook.   Sponsorisé par

Badges  |  Signaler un problème  |  Conditions d'utilisation