171566

  • Mickael Gendry

    Istor skeudennaouet Arvorig ha Breizh
    Al levr-mañ, leun a skeudennoù, a zo bet savet d'an holl a fell dezho gouzout muioc'h diwar-benn Breizh, n'eus forzh e anavezont mat ar rannvro gaer-mañ pe ne reont ket. Bolontez ar skrivagnerien, kelennerien war an istor, eo embann istor ur rannvro greñv gant hec'h identelezh ha digor war ar bed. Fellout a ra dezho e vefe o levr adsked an istor poblek hag an istor gouiziek. Al levr-mañ zo un istor mignoniezh ivez, ha disoc'h ar gejadenn etre daou zen a gar istor Breizh, pep hini gant e arbennigiezh met an eil a gloka egile. Daou sell ouzh Breizh zo kejet amañ, pinvidikaet gant orinoù, hentoù ha diduadennoù diforc'h. E-kichen an destenn ez eus teulioù liesseurt, kozh pe nevez, kartennoù diembann, oberennoù eilskeudennet, an holl a ginnig istor ken dibar Breizh.